Allez toet ar Lufan

Monumant Ar Lufan a zo ur bez meurveinek kamm, ur stumm na gaver ket lies panevet e Kreisteiz ar Morbihan. An trepas, 20 m a hirded, a zo bevennet gant div speurenn mein-sonn tost kenstur unan gant an all ; 7 m goude an nor durc'haet d'ar C'hreistez e kamm an alez a-skouer. Ul lodenn eus ar grugell war-ront (46m a zigorded) a zo atav tro-dro ar monumant.

E miz Genver 1898 e furchas Zacharie Le Rouzic an trepas kamm a drugarez d'ar sikour en argant roet gant e vignon Charles Keller. Skarzhiñ a ra an trepas ha dastum a ra tammoù poderez bet lezet gant henfurcherion. Adsevel a ra lod eus mein-sonn an alez kouezhet war an douar. Tamall a ra d'ar veingleuzerion diankadenn al lec'hoù-to : lezet o deus o roudoù war ar vein (poentigoù toullet er vein).

Engravadennoù a gaver war lod eus mein-sonn an trepas. Unan anezhe a zo bet degaset da virdi Karnag gant Zacharie Le Rouzic ; an engravadenn war ar maen-se a zo deut da vout logo ar Mirdi. Gant Zacharie Le Rouzic atav e voe ratreet ar monumant e 1937 evit an eil gwezh ; eñ eo ivez a reas en dougen war roll ar monumantoù istorel. Al lec'hienn en em gav hiriv en ur c'hoad war-dreist gwazh Krac'h. Panelloù a gaver war vord hent ar vourc'h hag un hent-bale a  dremen hebiou.

Allez toet ar Lufan
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Allez toet ar Lufan
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes