Korn-bro Karnag ha kreisteiz departamant ar Morbihan, adalek pleg-mor Kiberen betek ar Mor Bihan, n'eo ket al lec'h nemetañ e Breizh, nag e Frañs zoken, ma weler savadurioù meurvaenek. Ret eo derc'hel kont eus meur a elfenn evit kompren talvoudegezh an tiriad :
- oad al lec'hiennoù,
- niver ar monumantoù,
- liesdoare ar savadurioù war an tiriad pa ouezer ez eus en o-mesk lod na gaver nep tu-all (taolioù-maen kamm),
- ment ramzel teir krugell ken dreistordinal ma o deus roet e anv, «doare Karnag », d'un doare krugelloù-bez (Mane ar C'hrouek, Mane St-Mikael ha Tumieg),
- dibarded ha puilhentez an engravadurioù bet kavet war ar vein (e Gavriniz da skouer),
- pinvidigezh arkeologel an traezoù bet kavet el lec'hiennoù – an traezoù bez – pe bet douaret e lec'hioù strategel dre an tiriad.
Diwar kenvezañs an holl elfennoù-se ez eus bet savet, miliadoù a vloavezhioù 'zo, un dremmvro arouezek troet davet an aodoù.
