Ar Mont Bihan

Karn ar Mont Bihan en em gav e penn pellañ beg douar Kreizteiz Ar C'hroesti, en un dachenn natur gwarezet. Ar monumant hag ar beg douar a zo piaouet gant departamant ar Morbihan ; ar beg douar a zo gwarezet evel Tachenn Natur Kizidik  -TNK. Ur pezh a lec'h eo evit ar valeerion war droad gant tri hent bale merchet evit dizoloiñ an aod, ar c'harn hag ar vinotenn natur.

E penn kentañ an XIXvet kantved e voe bet anvet ar Mont Bihan gant ar marc'heg de Fréminville abalamour dezhañ bout kalz disteroc'h eget ar Mont Bras, da lâret eo hini Tumieg. Gwelet  a reas ar monumant evel bezig ordinal hag e gerioù berr a-walc'h e tiskrivas anezhañ. Un nebeut bloavezhioù goude e lak Cayot Delande e ra etre 8m ha 10 m a uhelded ; menegiñ a ra ivez bezañs un daol-vaen ouzh e droad, en Hanternoz ; pelloc'h ne zeu ket : gwell eo  dezhañ ivez chom pelloc'h war mane Tumieg.

Ret e vo gortoz kreiz an XXvet kantved evit anadiñ mat pegen pouezus eo lec'hienn Mane Bihan. Da gentañ e voe bet dizoloet un eil taol-vaen gant speurennoù peurengravet, kar a-walc'h dre zoare ar sinoù, da re Gavriniz ; kement-se pa oa bet savet ur bunker er c'harn e-pad an eil brezel bed. Gant ar furchadennoù brasoc'h bet kaset er bloavezhioù 1980 ez eus bet tu kompren gwell al lec'hienn, ar prantadoù sevel hag an adimplij graet anezhañ da vare ar galianromaned. Goude al labourioù ratreiñ enlakaet er program furchadennoù-se e voe digoret ar savadur d'ar weladennerion. Ar pezh a chome eus ar bunker a zo bet gouarnet hag ar gwel war ar pleg-mor diwar lein ar savenn a zo dibar.

Karn ar Mont Bihan
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Speurennoù kizellet karn ar Mont Bihan
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Gwel a-zioc'h eus karn Mane Bihan
©MarcSchaffner-MorbihanTourisme