Enez Ar Lannig

War enezenn vihan Ar Lannig, etre enezenn Gavriniz ha Beg Pemberr en Arzhon, e kaver daou sern meurvaenek amgerlc'hiek. O daou int skouerioù dibar eus kresk ar mor war an douar abaoe an Neolitik : biken ne vez tro d'o gwelet en o fezh ; un hanterenn eus an hini kentañ a vez atav gwelet pa vez goloet an eil hanterenn gant al lañv ; an eil sern a chom beuzet dindan an dour. En hevelep gwell emaint gant krugell-bez Gavriniz, ha, dre m'en em gavont e-kreiz er pleg-mor en e stumm a-vremañ, e oant moarvat liammet gant lec'hiennoù kumunioù tro-dro evel Lokmaria-Kaer, Arzhon, Sarzhav pe an Izenac'h.

N'int ket savadurioù dister o ment : sern ar C'hreisteiz, an hini beuzet, a zo 61 m a zigorded, hini an Hanternoz tro 66m. En holl 114 maen-sav, bet sanket a-dra-sur e-barzh ur morgleuz douar ha mein d'o derc'hell sonn.

Ar sernoù, douget war roll ar monumantoù istorel, a zo bet furchet ha ratreet e penn kentañ an XXvet kantved gant Zacharie Le Rouzig, unan eus arkeologerion vrasañ er mare-se. Kalz traezoù pri-poazh a oa bet kavet, lod dibar o doare : kiboù troadet a c'heller gwelet lod anezhe e Mirdi ar ragistor e Gwened.

Berzet eo an enezennig abalamour dezhi bout ur gwarezva evned, met tu a zo gwelet ar sernoù eus ar vag pe eus meur a lec'h er Mor Bihan.

Gwel a-zioc'h eus daou sern amgelc'hiek enez Ar Lannig.
©A.Lamoureux-GolfeduMorbihanVannesTourisme
Steudad enez Ar Lannig.
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes