Hollad lec'hiennoù Ar Groc'h, Taol ar varchaned, ar Maen-hir torr

Lec'hiad meurvaenek lokmaria-kaer

Tri monumant distag an eil ouzh egile a gaver el lec'hienn : ar Maen-hir Torr, krugell-bez Ar Groc'h ha Taol ar Varchaned. O zri int bet prenet gant ar Stad e diwezh an XIXvet kantved, hag o zri emaint douget war roll ar monumantoù istorel : Taol ar Varchaned e 1889, ar grugell-bez ha Maen-hir torr ar Groc'h e 1935. N'int ket bet savet en hevelep mare hag ar furchadennoù diwezhañ –  e diwezh ar blezadoù 1980 hag e penn kentañ ar blezadoù 1990 – o deus degaset sklêrijenn war gronologiezh luziet lec'hiennoù meurvaenek Kreisteiz ar Morbihan.

Ar Maen-Hir Bras Torr

Ar Maen-hir bras torr a zo ur maen-sav en orthogneis, taolet a-blat ha torret e pevar tamm ; 20 m a hirded. An orthogneis a zo ur maen sort na gaver ket war veg-douar Lokmaria-Kaer ; kavet e vez un 10 km bennak ac'hale-hont ; ar pezh a dalv eo bet ret degas ar pezh maen, ha dre hentoù dour zoken (war ar stêrioù o redek e lec'h ma en em gav bremañ ar Mor Bihan). An tres ramzel a ranke bout hini ar peulvan pa oa en e-sav en deus maget entan kalz a dud e-pad daou gantved ; meur a wezh eo bet raktreset adsevel anezhañ hep monet pelloc'h eget ar soñj  koulskoude. Raktres en diblas evit en diskouez da geñver diskouezadeg hollvedel 1897 a vagas gwir tabut e-barzh kazetennoù ar vro.

Ar Maen-hir torr a zo e penn ur steudad 19 maen-sav n'eus ken anad anezhi nemet roudoù lec'h pep maen – merchet eo lec'h pep unan war an douar – kavet da geñver furchadennoù kaset el lec'hienn. Ar steudad a zo bet diframmet en Neolitik peogwir lod eus he mein a zo bet adimplijet evit sevel karn Gavriniz ha Taol ar Varchaned.

Gwell hollek eus ar Maen-hir torr
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes

Taol ar Varchaned

Taol ar Varchaned a zo bet furchet e 1811 gant an ao. Renaud, eus kevredad An Alre evit gounit aour an taolioù-maen, hag ar c'hont Maudet de Penhoët. Goude al labourioù e oa chomet ar savadur diabarzh – an daol-vaen – dindan an amzer, hep krugell ; ar skeudenn-se eo a zo bet strevet a-hed an XIXvet, hag e penn kentañ an XXvet kantved goude. War-lerc'h furchadennoù ar blezadoù 1980-1990 ez eus bet kaset labourioù ratreiñ evit gwareziñ ar savadur hag aesaat ar c'hompren anezhi. Ur c'harn – relegoù unan kent a zo bet dizoloet war ur metrad a-wezhoù – a zo bet savet a-nevez war-dreist an daol-vaen. Dibar eo ar monumant-mañ abalamour d'an engravadennoù ouzh al lein – al liamm gant karn Gavriniz a zo diskouezet – koulz ha d'ar re a zo ouzh maen-sav penn ar gambr, kizellet hag engravet dispar er c'hrag.

Gwel a zioc'h eus Taol ar Varchaned
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Gwell eus engravadennoù Taol ar Varchaned
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes

Krugell-bez ar Groc'h

E Kornod al lec'hienn en em gav krugell-bez hir douar ha mein Ar Groc'h. Brasañ monumant al lec'hienn eo : 140 m a hirded ha tro 30 m a zigorded. Er c'hreiz e kaver ur c'harn a-dreist ur sist hag, en Hanternoz hag er C'hreisteiz, un astenn gant douar dalc'het etre morgleuzioù mein.

Ar monumant, koshoc'h eget Taol ar Varchaned, a zo bet savet evel bez hiniennel. Kavet 'zo bet e-barzh un divilhon bras e variskit hag a zo bremañ e mirdi Karnag.

Gwell hollek eus krugell-bez Ar Groc'h
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes