Karn Gavriniz

En e notennoù beaj dre Gornog ar Frañs embannet e 1836 e skriv Prosper Mérimée, ensellour meur ar monumantou istorel e Frans d'ar mare-se, n'eus ket bet tu dezhañ gwelet trepas an daol-vaen abalamour d'ar furchadennoù bout atav e darn. Ma oant ar furchadennoù ofisiel kentañ meur a hini-all a vo c'hoazh goude. Al lec'hienn, digenvez war un enezenn er Mor Bihan, a zeu buan da vout brudet er bed etrevroadel. Desachiñ a ra hendraerion Breizh-Veur o tremen dre ar Morbihan ha tolpadennoù kevredigezhioù gouiziek.

Karn Gavriniz a zo brudet abalamour d'an engravadennoù o c'holoiñ 23 eus ar vein-sonn a gaver er bez (unvein en o-sav oc'h ober ar speurennoù).
Ar furchadennoù kaset gant Charles-Tanguy Le Roux e penn kentañ ar bloavezhioù 1980 o deus degaset war wel eo al lec'h-to a zo a-us d'ar gambr un tamm eus un unvaen lodek a-gent eus steudad Maen-hir Bras ar Groc'h e Lokmaria-Kaer. Ur perzh bet anadet pa 'z eo bet dizoloet engravadennoù bet graet kent dezhañ bout adimplijet ha dont da vout lec'h-to kambr-vez Gavriniz. An tamm peulvan engravet-se a c'heller pennegiñ tre-ha-tre ouzh lec'h-to Taol ar Varchaned e-kichen Maen-hir torr ar Groc'h. An dizoloadenn-se a zo deut da harpiñ ar mennozh e oa liammoù start ha kemplezh etre monumantoù an Neolitik.

Al labourioù war ar sinoù engravet kaset hiriv an deiz gant Serge Cassen a zegas sklêrijenn war doare kemplezh an engravadennoù-se, koulz a-fet an doare ma 'zint bet graet eget a-fet o zalvoudegezh arouezel hag emdroadur ar sinoù a-hed an Neolitik.

Karn Gavriniz a zo bet douget war roll ar monumantoù istorel e 1901. Unan eus talvoudusañ perlezenn ragistorel ar Morbihan eo. N'eus par dezhañ dre ar bed a bezh.

Gwel a-zioc'h eus karn Gavriniz
©A.Lamoureux-GolfeduMorbihanVannesTourisme
Engravadennoù eus diabarzh Karn Gavriniz
©PhotoEricFrotierdeBagneux/PaysagesdeMégalithes
Karn Gavriniz
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes