Krugell-bez Mane ar C'hroueg

Gant krugelloù-bez St Mikael e Karnag ha Tumieg en Arzhon eo hini Mane ar C'hroueg unan eus an teir krugell-bez ramzel, kozh-bras, « doare Karnag » evel ma lavarer ; en-dro dezhe eo o deus en em urzhiet ar savadurioù neolitek. Savet e stumm hirgelc'hiek, tro 60 m dre 100 m. E-barzh e kaver ur gambr-bez ; posupl eo diskenn e-barzh dre an derezioù bet aozet e-pad an XIXvet kantved goude ar furchadennoù kaset er monumant. Daou vaen-sav bras en orthogneis a zo liammet gant ar grugell ; en em gavout a reont lodek e-barzh magoar-tro an ti a-zehou en ur vont d'ar grugell.

E 1863 e resevas René Galles digant prefet ar Morbihan ar yalc'hadoù ret evit furchal krugell-bez Mane ar C'hroueg. An traezoù prizius-meurbet a gavas a zo bremañ e dalc'h mirdi arkeologel Gwened ; diskouezet e oant bet d'ar weladennerion deut eus ar bed a-bezh e-pad diskouezadeg hollvedel 1867. Kavet e voe bet ivez un maen-sav engravet warnañ bouc'hilli troadet, « skoedoù » hag arouezioù-all ; kloziñ a rae ar gambr. Evit gwareziñ anezhañ ouzh pep gwall eo bet kaset ar maen-sav da di-degemer lec'hienn Taol-vaen ar Varchaned.

Da vare e furchadennoù e evezhias René Galles e oa tu gwelet, diwar lein ar grugell, savadurioù-all evel ar Mane Lud – bet furchet gantañ diouzhtu goude -, Mane St Mikael Karnag, ar Mane Bihan ha Tumieg en Arzhon, ha krugelloù-bez Enez Hir – Ar C'halvez  ha Gavriniz zoken. D'an deiz a hiriv n'eus ket mui tu ober ul liamm ken fetis etre an holl lec'hiennoù-se abalamour d'ar c'hêriekaat.

En ur vont tre e krugell-bez Mane ar C'hroueg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Gwell hollek eus krugell-bez Mane ar C'hroueg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Gwell eus diabarzh krugell-bez Mane ar C'hroueg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes