Penn Leos

Hollad meurvaenek taolioù-maen Penn Leos en em gav war ur beg douar uhel e Kreisteiz an Enez Arzh ; setu e oa tu er gwelet spis eus a-bell.

Teir zaol-vaen engronnet e damorant ur c'hleuz bet, eñ ivez, savet moarvat en ur grugell goshoc'h. An daol-vaen kreiz eo an hini wellañ gwarezet eus an teir.

Ar bez trepasek-mañ, gant ur gambr hepken, a zo bet meneget e-kreiz an XIXvet kantved gant an abad Mahe. D'ar mare-se eo e voe bet kavet traesoù ; kollet int dibaoe. Engravadennigoù a vez atav tu gwelet, dreit-pep-tra war an daol-vaen greiz.

Lec'hiet eo an taolioù-maen war un takad prevez ; frank hag aes eo neoazh monet davete dre minotenn an aod ; gwell dispar war ar Mor Bihan.

Hollad meurvaenek taolioù-maen Penn Leos
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes