Sern Kergonan

Gwarezet evel monumant istorel abaoe an XIXvet kantved. Sern Kergonan a zo unan eus monumantoù pennañ an Izenac'h. E 1838 ne zoug ar marc'heg de Fréminville ken nemet 25 maen war an tres a sav evit Kevredigezh roueel hendraerion Frañs. Hiriv e konter muioc'h a unvein. Ar sern, amreoliek a stumm, e gwareg-kelc'h digor, a zo merchet gant 34 maen en o-sav pe a-blad hag 6 maen arall bihan pe brasoc'h lakaet tro-dro.

Aes eo tostaat d'al lec'h adalek an hent. Terket eo bet kevret gant ar gumun ha departamant ar Morbihan. N'eo ket ur monumant en e-unan tamm ebet : nepell e oa ur peulvan bras, anvet Maen Kolaz, hag en em gav bremañ dindan un ti ; ez eus ivez ur grugell end-eeun e-barzh ar sern ha relegoù taol-vaen ar Vigie hag a zo un 200 m bennak er C'hornog.

Sern Kergonan
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Peulvan sern Kergonan
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes