Danvez al lec'hienn, lakaet dindan gwarez evel monumant istorel abaoe 1980, a zo ur grugell vein (ur c'harn) savet a-dreist ur bez trepasek forc'hek (doare Y), un doare sevel dreistordinal. Speurennoù an daol-vaen a zo graet gant mein-moger ha mein-sonn a-bep-eil ; an div gampr a zo bremañ dido.
Ar savadur en em gav en ur c'hoad war gribenn beg Toulwern. Un hent-bale a zo dre ar c'hoad adalek ar park-lec'h war an hent-bras ; ur banell hentiñ a gaver ivez er vourc'h. 300 m pelloc'h davet ar C'hreisteiz, war veg Toulwern, en em gav div daol-vaen disteroc'h Mane Vengwenn.