Taol-vaen Mane Bogad

Un daol-vaen drepasek gant damorant he c'hrugell : gwelet a rer mein war an douar (0,60m a uhelded, tro 15m a zigorded). Greunit eo ar vein implijet. 16 lec'h sonn a zo er gampr ha 18 en trepas. Bez e c'heller atav gwelet ul lodenn eus ar c'helc'h-tro (lec'hioù en o sav en-dro d'ar grugell-bez). Al lec'hienn en em gav war unan eus poentoù uhelañ an takad, en ur frankizenn    aes mont dezhi war droad.

E 1871, pa voe bet furchet al lec'hienn gant an abad Collet, e voe bet kavet tro daou-ugent podig. Zacharie Le Rouzic a furchas an daol-vaen d'e dro e 1916 kent goulenn dougen anezhi war roll ar monumantoù istorel e 1931. D'ar c'houlz-se e furchas taol-vaen Mane Bogad adarre hag he ratreas : adsevel a reas al lec'hoù kouezhet ha sonnaat a reas ar re-all.

Taol-vaen Mane Bogad
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Taol-vaen Mane Bogad
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes