Taol-vaen Mane Kroc'h

Dindan ar grugell - e fall stad – en em gav daou framm : ur c 'houfr er Gwalarn bet dizoloet gant Félix Gaillard e 1883 hag ur bez trepasek kombodaouek er Gevred.  Ar bez-man eo a  vez gwelet ar gwellan gant gweladennerion al lec'hiad. Dindan gwarez ar savadurioù istorel abaoe diwezh an XIXvet kantved.

Al lec'hiad en em gav e bord an hent, e-kichen ur vinotenn-bale dre ar c'hoad, en ur vont tre e Koad ar Varkez. Lodek eo e-barzh un  hollad bras monumantoù  en em gav er c'hoad. Abaoe  2016 e labourer war ur steuñv terkiñ fiziet en departamant. Gwez sapin a zo bet taolet, ur fun stennet hag ur vinotenn kempennet en-dro d'an daol-vaen en diskar-amzer 2019 gant chantier ar Meurvein etrekumuniezh AQTA kevelet gant RRAS Breizh.

Taol-vaen Mane Kroc'h 
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Trepas taol-vaen Mane-Kroc'h
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes