Taol-vaen Penn ar C'hap

Taol-vaen Penn ar C'hap a zo anavezet ha bet diskrivet gant an hendraerion abaoe kreiz an XIXvet kantved ; neoazh, n'eo nemet e 1979 eo bet lakaet dindan gwarez ar monumantoù istorel. Un daol-vaen eo, gant ur gambr pevar-c'hornek hag un trepas savet gant mein greunit. Ar gambr a zo graet gant 9 maen-sonn meurvaenek jointret ha toet gant ul lec'h postek ken kurius e stumm ma en diforc'her aes e-mesk reoù-all. 5 maen-sonn – unan anezhe a-blad – hag ul lec'h-to a gaver en trepas. War ar maen etre an trepas hag ar gambr ez eus div engravadenn anadet taolenniñ c'hwezhered.

Tro-droioù ar monumant a zo bet terket gant departamant ar Morbihan – piaour al lec'h – e penn kentañ ar bloavezhioù 2000. Ar c'hleuz uhel nes a zo e gwirionez ur grugell vras war-hir gant meur a vezig. Al lec'hienn – e kreiz ur prad – ne c'hell ket bout manket gant ar valeerion war droad pe war velo ; ouzhpenn-se eo dreist ar gwell war ar Mor Bihan.

Taol-vaen Penn ar C'hap
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Trepas taol-vaen Penn ar C'hap
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Engravadenn e taol-vaen Penn ar C'hap
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes