Taol-vaen Rondoseg

Taol-vaen Rondoseg en em gav hiriv en un endro kêriakaet, e bourc'h Plarnel. Dindan ur grugell vras (2 m a uhelded, tro 30 m a hirded war 20 m a zigorded) en em gav tri bez, teir «zaol-vaen drepasek». Douget eo bet war roll ar monumantoù istorel en XIXvet kantved pa oa bet piaouet gant ar Stad ; furchet eo bet meur a wezh.

An notennoù koshañ war daolioù-maen Rondoseg a zo bet savet e 1849. D'ar mare-se, an ao. Le Bail, maer Plarnel, a lakaas furchiñ ar grugell e lec'h ma teue un nebeut mein war wel a-rez d'an douar. Dizoloadenn daou vravig en aour – testoù un adimplij eus al lec'h e oadvezh an arem – he doa bet un heklev ledan-meurbet hag e teuas ar monumant da vout brudet. Ar bravigoù a zo miret bremañ er Mirdi Arkeologiezh Brodael e Saint-Germain-en-Laye.

En ur rentañ-kont eus ar bloavezh 1920 e veneg Zacharie Le Rouzic en deus adsavet ha sonnaet  mein skor an taolioù-maen. Nevez 'zo, evit talvoudekaat al lec'hienn dibar-mañ eo bet adkempennet gant servijoù ar Stad hag ar gumuniezh kumunioù AQTA ; a drugarez d'al labourioù kaset e vez gellet kompren gwelloc'h framm hollek ar savadur ha gwelet ar monumant eus un tammig pelloc'h.

Taol-vaen Rondoseg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Trepas taol-vaen Rondoseg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes