Taoliou-maen Park ar Guren ha Park Nehue

En ur c'hoad, war ribl douaroù labouret, en em gav al lec'hienn ; daou vez distag a zo, tro 40 m etreze o daou  : unan en Hanternoz anvet Park ar Guren hag an all er C'hreisteiz anvet Park Nehue.

E 1897, pa furchas Zacharie Le Rouzic Park ar Guren, an hini brasañ, e tizoloas un daol-vaen drepasek. Al leur a oa dambavet gant mein ha, diouzh ar roudoù a gavas, e oa bet moarvat goloet a-gent en un doare korbellek (bolz graet gant darigoù mein). Notenniñ  a reas ivez bezañs  un nebeut beskennoù (poulligoù doare kibigoù bet krouizet gant mab-den war-c'horre ul lec'h pe ur roc'h) ha sinoù engravet war ar mein-sonn.

War goulenn Zacharie Le Rouzic e voe douget an div daol-vaen war roll ar monumantoù istorel e 1926 ; eñ eo ivez o ratreas. War gampr hini ar Park Nehue e lakaas adarre an daou lec'h-to a oa bet kavet en diabarzh gant Gustave de Closmadeuc da geñver e furchadenn e 1866.

Taol-vaen Park ar Guren
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Taol-vaen ar Park Nehue
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes