Tumieg

Krugell-bez Tumieg, war harzoù kumun Arzhon, a zo unan eus monumantoù meur an tiriad. Ur monumant bras doare menez krenngernek dezhañ ; tra dibaot en endro. Ramzel eo e vent : 60 m a zigorded, 15 m a uhelded.

Er bez-mañ, unan eus ar monumantoù kentañ bet furchet gant Kevredigezh Liesdiskiblezh ar Morbihan e 1853, e oa ur gambr-bez hep trepas lec'h ma 'z eus bet kavet traezoù prizius-meurbet : bouc'hilli jadeit ha perlez variskit. An artefaktoù-se a c'heller gwelet hiriv e mirdi Gwened.

Ar savadur-mañ, douget war roll ar monumantoù istorel abaoe 1932, a zo unan eus an teir krugell-bez ramzel a gaved war an tiriad, gant krugell-bez St Mikael e Karnag ha krugell-bez Mane ar Chroueg e Lokmaria-Kaer.

Krugell-bez Tumieg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes