Ar c'huzul skiantel

Ar c'huzul skiantel

Ar c'huzul a ra bod da skiantourion eus Frañs hag eus an estrenvro, arbennigerion war ar pezh a denn d'ar veurvaeniezh e Europa. E penn ar c'huzul emañ ar c'helennour Yves Coppens.

Izili ar poellgor skiantel :

  • Prezidant : Yves Coppens, kelennour, Collège de France
  • Bez-prezidantez : Christine Boujot, ijinourez-enklaskourez e RRAS Breizh, UMR 6566 CreAAH
  • Sekretour : Yves Menez, pennvirour rannvroel an arkeologiezh e RRAS Breizh
  • Olivier Agogué, arkeologour ragistorour, merour lec'hiennoù Karnag, Lokmaria-Kaer ha Barnenez e Kreizenn ar Monumantoù broadel
  • Serge Cassen, renour enklaskoù, KBIS, UMR 6566 CreAAH
  • Luc Laporte, renour enklaskoù, KBIS, UMR 6566 CreAAH
  • Catherine Louboutin, penn virourez ar glad war he leve, arbennigourez war an Neolitik
  • Emmanuelle Vigier, prezourez mirerezh ar glad, arbennigourez war an Neolitik
  • Niels Andersen, Penn mirour a enor er Moesgaard Museum ha kelennour er SAXO-Institute, Københavns Universitet (Danmark)
  • Miguel Angel Blas Cortina, kelennour Ragistor e skol-veur Oviedo (Spagn)
  • Fernando Carrera Ramírez, kelennour e skol uhel mirerezh ha ratreserezh Galisia lec'h eo bet e penn anezhi e-pad meur a vloavezh (Spagn)
  • Muiris O'Sullivan, kelennour a enor e University College Dulenn, arbennigour war savadurioù meurvaenek Boyne Valley (douget war roll glad bedel an UNESCO) ha war lec'hiad broadel Tara (Iwerzhon)
  • Colin Richards, Kelennour Akeologouriezh ragistorel e University of Highlands and Islands (Rouantelezh-Unanet)
  • Leonor Rocha, kelennourez arkeologiezh e skol-veur Evora (Portugal)
  • Heather Sebire, mirourez ar Glad e-karg eus terkan ha mererezh kreizenn Stonehenge douget war roll glad bedel an UNESCO (Rouantelezh-Unanet)

Ar poellgor a labour war boentou skiantel an teuliad, poentoù meur ha pouezus evit ar pezh a sell an emstrivadur. Ar poellgor skiantel eo en deus, da skouer, lakaet spis petra eo  Talvoudegezh Hollvedel Dreistordinal (THD) dremmvroioù meurvein Karnag hag aodoù ar Morbihan ha lakaet war wel an dezverkoù pennañ ret (an arouezioù) evit gellet pignat betek er Glad Bedel . Eñ eo atav en deus bevennet tachenn skiantel an teuliad, ar pevar lodenn vras-se emañ harpet warne an tiriad evel ma weler anezhañ bremañ.