An dezverkou pennañ

5 dezverk pennañ, 5 «arouez» a zo d'hon teuliad ; n'int ket dizalc'h an eil diouzh egile, met o c'henstroll eo a zo un dezverk eus an tiriad.

I. Sevel mein

Sevel ur maen (ur maen-sav) a zo bet graet e meur a lec'h dre ar bed hag e meur a brantad. Merk dibar ar Morbihan a zo bezañs tost 150 lec'hienn gant ouzhpenn dek mil maen-sav, renket a-steudad evit al lod muiañ anezhe, hag alies diwelus a-walc'h, dasparzhet kazi lec'h-oc'h-lec'h war 38.000 hektarad.

Embregiñ mein dre viliadoù a donnelladoù evit sevel seurt monumantoù a zo hep arvar un taol-kaer teknologel, seul vuioc'h pa ouier pegen bras ha pegen ponner – brasoc'h ha poneroc'h eget neptu-all e Europa – eo unvaenioù 'zo : betek 21m ha 330 tonnellad a bouez.

Peulvaen Park ar Maen-hir war Enez Houad
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes

II. Bezioù

Bezioù a gaver savet war an tiriad, lies kevredet gant ar vein-savet. Kenkoulz bezioù hiniennel (dindan krugelloù kelc'hiek pe hir-gelc'hiek) ha bezioù trepasek soñjet evit beziñ meur a zen. Liested an doareoù d'o sevel ha brasted o niver amañ a zo digumun a-grenn. A-wezhoù emaint en o-unan, a-wezhoù en em gavont strollet e-barzh ur mem savadur beziiñ, a-wezhoù lodek e framm ur steudad unvaenioù pe c'hoazh savet get mein-sav adimplijet.

En o-mesk e tiforc'her aes a-walc'h tri monumant abalamour d'ar sammad danvezioù dreistordinal ranket evit o sevel ; danvez da dolpiñ ha da zegas dre hentoù douar ha hentoù mor. Abalamour ivez ha da gentañ penn d'an traezoù bez dreistordinal, dibar e Europa, kavet eno : bouc'hilli tennet ag Alpoù Italia ha perlez o tont deus Andalouzia. Bez hon eus aze savadurioù gant frammoù kempleks n'int ket bet soñjet evel bezioù hepken met ivez evel perzhioù un aveadur aroueziek.

Taol-vaen Kerhañri en Arradon
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes

III. An arz mougev

Gant 158 lec'h engravet o tiskouez liested ar c'hinkladurioù grafek, ar resedoù, ar mein-sav ha bezioù e kaver war an tiriad meneget an hanter eus corpus Frañs evit ar Vvet hag ar IVvet milved kent hon oadvezh

E monumant Gavriniz e-unan eh eus tost danvez ur c'hilometrad engravadurioù war  speurennoù ar bezioù. Ar sinoù engravet a zo dibar-mat, int ivez, gant ma taolennont traezoù (bouc'hilli e jadeit, troioù-brec'h e mein, gwaregoù ha biroù, bizhier banniñ, bagoù), loened gouez (morviled, naeron, evned) ha loened doñv (givri, saout) ha zoken un nebeut tresadennoù denervannadel ha geometrek.

An engravadurioù-se, en tu-all ha pelloc'h eget bravaat, a zo urhziet ha strollet hervez kodoù grafek dibabet en a-raok, hervez ur programm ikonografek a vez adkavet a lec'h da lec'h. Taolenn ar vouc'hal troadet pe nanndroadet a zo ur pezh dibar eus an tiriad, hep e bar e Europa evit an niver anezhe hag o ment.

 

Krugell-bez Mane Lud e Lokmaria-Kaer
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes

IV. Traezoù

Ur c'harg a draezoù flouret savet e danvezioù distank, o tont eus a bell, a zo ivez ur perzh eus an tiriad. Armaj (lavnennoù bouc'hilli e mein eus an Alpoù, 10% eus jadeit Europa), kinkladurioù  (troioù-brec'h, troioù-koug) eus mein an Alpoù hag Andalouzia. Ouzhpenn an hanter eus ar perlez hag an ispilhennigoù e kallais bet kavet e hanternoz Frañs.

Kuzhet en douar pe dindan an dour e lec'hioù dibabet en dremmvro (resedoù roc'hellek, roudouroù, gwernioù), implijet evit leurenniñ ar c'horvoù er bezioù pe douaret doc'h troad ar vein-sav, an traezoù arouez-se, a-wechoù drailhet a-ratozh, n'int ket soñjet evit bout implijet evel dleet ; profoù int kentoc'h oc'h ouzhpenniñ d'ar monumant un nerzh aroueziek digumun.

V. Dremmvro an aod

Hollad perzhioù ar Mad en en gav war vord ul lennad dour kloz ha gwarezet ez naturel en despet dezhi chom digor d'an eskemmoù etre holl aodoù ar Mor Bihan. Lusk an treuzkas en Neolitik, treuzdougen unvein dreistordinal a ro lañs d'ur sevel bigi hag, anat eo, da eskemmoù larkoc'h war ar stêrioù ha war vor, war hentoù ar jadeit hag ar c'hallais

Met ar mor, eñ ivez, a zalc'h da c'hounit war an douar, ha buan a-walc'h zoken ; 7000 bloavezh 'zo e oa c'hoazh kreñv a-walc'h kresk live ar mor evit bout anadet gant an den e-pad e vuhez ; aloubadeg douaroù izel an aodoù n'eo ket bet hep levezon war ar reizhiad kredennoù. Bezañs ar mor en dremmwel a zo, en diwezh, boutin er gwel a vez deus ar braz eus lec'hiennoù meurvaenek ar Mad.

Peulvaen ar Maen Melen e Kerkambr e Lokentaz
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes