Talvoudegezh Hollvedel Dreistordinal ar mad (THD)

An THD, livenn gein an teuliad emskriviñ, a dalv, hervez an UNESCO «un talvoudegezh sevenadurel ken dreistordinal ma 'z eo anat en tu-all d'an harzoù broadel ha ma 'z eus anezhañ un danvez ken dibriz evit rummadoù a-vremañ ha rummadoù da zont an denelezh a-bezh».  Evit en em gavout douget war Roll ar glad bedel e rank al lec'hiennoù bout ha skriv un Talvoudegezh Hollvedel Dreistordinal ha kouchiñ da vihanañ ouzh unan eus kriterioù an diuz

 

 

Hon teuliad a gouch gant tri kriter :

I. Bout ur mestr-oberenn ganet diwar spered krouiñ mab-den.

War aodoù ar Mor Bihan en em gav tolpet monumantoù brudet dre ar bed a-bezh evel re Karnag, Lokmaria-Kaer (Maen-hir torr ar Groc'h) pe c'hoazh re An Arvor-Baden (Gavriniz). Ar c'henstroll-se dasparzhet war ouzhpenn 100 km2 gant bezioù ramzel ha mein savet a zo anezhañ un oberenn savouriezh hag arzel hep e bar, koulz dre e vrasted ha dre e zibarded : an doare ma 'z eo bet kenrenket ar savadurioù, e kedvevet gant an endro, a grou ur spas arouezel kadarnaet gant ur programm skeudennoù dibar ha daspugnadoù traezoù flouraet a dalvoudegezh uhel. Ar monumantoù, koulz hag an engravadurioù hag an traezoù-arouez a zo test da daolioù arnod kaer teknikel hag arzel o c'houlenn, da skouer, an darbar a vein hag a zouar dre viliadoù a donnelladoù. An arz goloiñ ar vein en o-sav hag an taolioù-mein à daolennoù ikonek pe skeudennaouet a zo amañ en e bar evit mare an Neolitik e Europa (6 500 vloazh kent hon oadvezh).

II. Un testoni eus un eskemm levezoniou ù divent

Unan a berzhioù hon teuliad a zo degas war wel bezañs un eskemm levezonioù pouezus-meurbet. Al levezonioù-se o deus c'hwezhet e-pad ur serten prantad amzer pe war ur serten tiriad kulturel ; c'hoariet o deus war dioren ar savouriezh pe an deknologiezh, war arz ar monumantoù, war steuñvidigezh ar c'hêrioù pe war grouidigezh ar maezioù.

An anadenn meurvaenek tro-dro d'ar Morbihan a destoni bezañs sez ur galloud en deus bet ul levezon bras-meurbet da vare kentañ kevredigezhioù neolitek, etre 5000 ha 3000 kent hon oadvezh. Peulvanoù, krugelloù-bez ha taolioù-maen a verch ar maezioù abaoe an Neolitik. Al liesseurted dibar en doare ma 'z int savet  a ziskouez penaos c'hoari levezoniou ha treuzkasoù a zo bet war Europa a-bezh ha, da gentañ, a-hed aod ar Mor Bras Atlantel. Un heklev a zoare a gavo an ikonografiezh ijinet er Morbihan war beulvanoù pe war reier en o-sav e Diazad Pariz, er Bourgogn, e Bro Suis, e hanternoz Italia ha, hogozik sur, e Galisia hag e kreisteiz ar Portugal. An traezoù (bouc'hili ha troioù-brec'h e jadeit, perlez e mein dambrizius) a ziskouez ivez mone-done danvezioù distank ha traoù a briz uhel betek war hed 1200 km.

III. Diskouez ur skouer dibar eus un doare sevel, eus un hollad savouriezh ha teknologiezh, eus maezio ù.

Trivet perzh hon teuliad a zo kinnig ur skouer dibar eus un doare sevel pe eus un hollad savouriezh pe teknologel pe maezoù o skeudenniñ ur mare pe mareoù heverk  eus istor an denelezh.

E penn kentañ an Neolitik e kemm doare mab-den da zaremprediñ e endro : sevel a ra bezioù ramzel, douariñ a ra traezoù e lec'hioù bresk ha gwiridik an dremmvro, sevel a ra  steudadoù mein-sav ec'hon. Lod anezhe zoken a vez labouret, a-wechoù engravet gant arouezioù liammet gant ur gosmogomiezh o pellaat ouzh an hini aroueziet gant ar  chaseourion-kutuilherion.

A-hed an Neolitik eo bet treuzfeurmet lod-laer eus ar savadurioù ; lod-all a zo bet savet en-dro d'ar re kent evit dont da aoziñ gwir heuliadoù monumantoù. An nevezadennoù-se a-fet savouriezh hag ikonografiezh, e-mesk ar re goshañ anavezet e Europa ar C'hornog, a ziskouez chenchamantoù meur e aozadur ekonomikel ha sevenadurel ar c'hevredigezhioù ardamezet gant ar vouc'hal levnet ; ha levezon ar chenchamantoù-se a zo bet pouezus e istor an denelezh. Ar savadurioù, ken bammus atav da welet hiziv, a zo un testoni eus ijin, perzh denel, ha chemet teknologel ar c'hrevredigezhioù labourerion-douar – desaverion-se evit tenniñ, treuzkas ha labourat kementadoù bras-ec'hon a zouar hag a vein : pezhioù mein, betek 330 tonnellad pouez enne, a zo bet diblaset a-hed 5 pe 10 km ha kaset dre vor a-wezhoù.