Un tiriad hep e bar er bed

Un dielfennadur genveriiñ, broadel hag etrevroadel, a zo bet kaset war hollad arouezus ur c'hant bennak a vonumantoù. Gant ar c'hoant labourat war un nebeut perzhioù choazet eo bet dibabet meur a zoare monumant ha meur a brantad amzer : meurvein, beredegoù, temploù, annezañ ha kêrioù, arz mougev ha dremmvroioù sevenadurel.

Goude bout diellfennet ha keñveriet ur c'handad monumantoù arouezius e weler spis lec'h bonel ha dibar tiriad ar Morbihan, kenkoulz a-fet sujed eget a-fet douaroniezh. Neptu-all el lec'hiennoù dielfennet ne gaver ken klok ha ken heverk pemp arouez an THD.

  • Ar mein-sav, dreist pep tra, a zo amañ an niverusañ hag ar mentetañ
  • Hollad ar bezioù anadet evit bout bet savet e penn kentañ an Neolitik a zo dibar.
  • An arz mougev, dezhañ ul liested digredus, a vez kavet war ar vein-sav ha war speurennoù ar monumantoù ; test eo eus ur reizhiad arouezel dreistordinal.
  • Traezoù talvoudus-bras, deut eus pellvro dre eskemmoù, a greñva c'hoazh talvoudegezh  emziskouez fougeüs hag arouezel ar savadurioù ha lec'hioù an traezoù douaret

Hollad ar pezh a ya da ober ar Mad a ziskouez un dremmvro arvorek dibar gant un endro mor ispisial hag ur stern savouriezhel hag arouezel bet frammet gant pobladoù tud.

Meurvein Karnag hag aodoù ar Morbihan a zo enta ur skouer dibar er bed eus un tiriad bet bonnet a hed kantvedoù, abaoe ur mare kozh-tre, gant savadurioù dreistordinal lies-bras o doare. Liammet ma 'z eo gant arouezioù engravet niverus-bras ha gant un daspugnad traezoù flouret deut eus a bell, e ranker gwelet en tolpad-se pelloc'h eget ar monumantoù hag er sellet evel un tiriad kemplezh, un ardremez dibar gant ur nerzh arouezek bras.