Kevredigezh Madoù Bro-Frañs Enskrivet evel Glad Bedel (KMBFEGB)

Abaoe 2016 eo deut Dremmvro ar Veurvein da vout ezel e Kevredigezh Madoù Bro-Frañs Enskrivet evel Glad Bedel (KMBFEGB). Savet eo bet e 2007 da reiñ bod da velestrerion al lec'hiennoù enskrivet c'hoant dezhe gwellaat doare gwareziñ ha sevel brud o madoù, kemer perzh en eskemmoù gouestlet d'ar politikerezhioù foran kaset e Frañs ha kenlabourat gant holl lec'hiennoù sevenadurel ha naturel ar gumuniezh etrevroadel a zeu da sevel ur glad hollvedel ; ha kement-se en ul labourat evit o brud. E ser ar gevredigezh en em gav ivez un nebeut danvez madoù enskrivet war ar Roll gortoz e Frañs ; un digarez dezhe da denniñ gounid eus ar skient prenet gant o ziagenterion.

Perzh a gemer ivez e labourioù ar Gevredigezh ar gevelerion ensavadurel karget da heuliiñ Emglev 1972 ha, da gentañ, ar Stad, Kengor broadel Frañs evit an UNESCO, Kuzul etrevroadel ar monumantoù hag al lec'hiennoù (ICOMOS), pe c'hoazh an Unvaniezh etrevroadel evit mirerezh an natur (UEMN).

N'eus framm ebet all savet war an hevelep patrom e Frañs ; an hini kentañ savet er bed eo.