E 1980 dija en em gav steudadoù Karnag enskrivet war ar Roll menegin savet e Frañs, kentañ pazenn ret kent bout emskrivet war Roll ar glad bedel.
E-pad an dek vloavezh-se e kased labourioù furchiñ ha ratreiñ a bouez war-dro monumantoù 'zo, evel krugell-vez ar Groc'h, Taol ar Varchaned, Maen-hir torr ar Groc'h e Lokmaria-Kaer, kairn Gavriniz en Arvor-Baden ha karn ar Mont Bihan en Arzhon.
War ar mem tro e ro lañs ar Stad d'ur steuñv meur gwareziñ ha talvoudekaat steudadoù Karnarg. E 1996 e voe savet ur bodad skiantel. En hevelep bloaz e voe kemmet anv al lec'hienn war ar Roll menegiñ e «Lec'hiennoù meurvaenek Karnag ». E deskrivadur ar Mad e veneged : an teir lec'hienn veur steudadoù meurvein Karnag ha daou sern ar Vaeneg, un alez toet, ur c'hromlec'h gant peulvanoù savet unan hag unan en hanternoz, krugell ramsel Sant-Mikael, monumant dezverkus krugelloù doare Karnag, hag, evit echuiñ, taol-vaen drepasek Kêrmario.
Adalek ar bloavezh-se, abalamour d'an diaesterioù niverus ha liesseurt ganet diwar lakaat e pleustr tresoù terkañ steudadoù meurvein Karnag, n'eo ket bet mui ar raktres UNESCO ar preder pennañ. E 2005, gant krouidigezh ar Strollad sevenadurel a laz foran (SSLF) « Memor ar vein : Meurvein er Morbihan » e teu war wel adarre.
Holl izili ar SSLF, da lâret eo an Departamant, ar Rannvro, kumun Karnag hag he c'hevredigezhioù, a fiz e Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel (RRAS), hag ez-resis e Servij Rannvroel an arkeologouriezh (SRA), ar garg aoziñ diazezoù un takad studi nevez war un tiriad etre gourenez Rhuis ha Gwazh An Intel.
E 2010 e voe embannet ur blaketenn : «Raktres evit ur goulenn emskriviñ er glad bedel, Glad meurvaenek ar Mor Bihan : un hollad savadurioù ha monumantoù e orin un dremmvro sevenadurel nevez». Adlañs nevez-se ar raktres UNESCO a zo douget bremañ e anv kumunioù an tiriad gant ar gevredigezh «Dremmvro ar Meurvein».