An hent kent bout anavet gant an UNESCO a zo hir ha merchet gant pazennoù broadel hag etrevroadel ret tremen war-dreist pep unan anezhe.
An teuliad er stad m'emañ kinniget bremañ evit an emstriviñ a zo disoc'h un hir a brantad labourioù. E gwirionez, ma 'z eo kellidet ur raktres emstriviñ steudadoù meurvein Karnag bloavezhioù 'zo, eo e 2016 hepken e voe roet lañs ez ofisiel d'an tres en e stumm a-vremañ. Koulskoude e tegouezh gwelloc'h ouzh ar gwirvoudoù a-fet tiriad ha perzhioù kemeret gortozet gant an UNESCO evel ouzh emdroadurioù an enklask arkeologel a-hed an tregont bloavezh tremenet-mañ.
6 pazenn d'an emstriviñ
Kent bout anzavet gant an UNESCO e ranker tremen dre veur a bazenn vroadel hag etrevroadel.
-
Goulenn emstriviñ
E miz Kerzu 2016 e kas ar gevredigezh Dremmvro ar Meurvein un « teuliad kadarnaat » da ziskouez eo mennet ar c'humunioù da adlañsiñ raktres emstriviñ ar meinveur war dachenn an tiriad.
2016
-
Bout douget war Roll menegiñ Madoù Frañs
Ur rakdibab eo ar Roll-se eus he Madoù bet kavet delezek get Bro-Frañs bout degemeret evel perzhioù eus ar glad hollvedel er bloavezhioù kentañ da zont. Teuliad meurvein Karnag a zo dreistordinal peogwir en em gav douget war ar Roll-se abaoe 1980, ar bloavezh kentañ da Frañs boulc'hiñ ur roll. E 1996 e voe bet refreskaet ar Roll menegiñ en ur zerc'hel kont eus steudadoù meurvein Karnag hag eus un nebeut monumantoù-all liammet gante. Abalamour d'ar skoilhoù niverus ganet diwar lakaat e pleustr tresoù terkañ lec'hienn Karnag e voe lezet a gostez ar raktres UNESCO. E 2005 e voe adlañset ar mennozh gant Ministrerezh ar Sevenadur en ur ouzhpenniñ e-barzh dizoloadennoù an diwezhañ chanterioù ha furchadennoù bras o devoa degaset war well ar mennozh e oa ul liamm da ober etre ar monumantoù. Evit kas war-raok an teuliad UNESCO nevez en em glevas ar c'humunioù hag e voe savet ar gevredigezh Dremmvro ar Meurvein. Emberr e voe kemmet ar Roll menegiñ evit derc'hel kont eus an tiriad nevez.
1996
-
Sevel an teuliad emstriviñ
E Frañs e rank an emstrivour tremen dre deir fazenn meret gant Poellgor Madoù ar Glad bedel, un aozadur e dalc'h ministrerezhioù ar Sevenadur hag hini an treuzkemm ekologel ha kengret. Ret eo dezhañ diskouez anat Talvoudegezh Hollvedel Dreistordinal (THD) ar Mad ha sevel un dielfennadeg geñveriiñ vroadel hag etrevroadel, kinnig un takad arguzennet hag, en diwezh, displeg penaos e vezer en soñj en derc'hel e stad hag en treuzkas. Kement-se en ur blegiñ dalc'hmat d'ar frammoù bet lakaet gant an UNESCO.
Abaoe 2012
-
Bout dibabet gant ar Frañs
Ur wezh aet en tu-all d'an teir fazenn-se, e ranko hon teuliad bout dibabet gant Ministr ar Sevenadur, ha kinniget goude gant ar Frañs da greizenn ar Glad Bedel karget da gadarnaat eo klok hag enrollet e-mesk ar c'hinnigoù emstriviñ.
2024
-
Sell an arbennigerion etrevroadel war an teuliad Amañ en em gavomp !
Kreizenn ar Glad bedel a dreuzkaso an teuliad emstriviñ d'hec'h aozadurioù aliiñ. An ICOMOS (Kuzul etrevroadel ar monumantoù hag al lec'hiennoù) eo a brizio kantraded hon tres e-keñver dezverkoù an UNESCO. Aviz an arbennigerion a vo kaset d'ar Stad C'hall.
2024-2025
-
Bout douget war Roll ar Glad Bedel
A-benn an hañv e vouezho an 21 ezel eus poellgor etregouarnamantel ar Glad Bedel evit ma vo douget hag anavet pe daleet meurvein Karnag hag aodoù ar Morbihan.
20XX ?