Ur gwir savadur ramzel. Ar savadurioù eus an doare-se en em gav e-kostez Karnag ; ar skouer brudetañ anezhe a zo krugell-bez Mane Sant Mikael (125m a hirded, 60 m a zigorded ha 10 m a uhelded). Ur bern dafar bras-kenañ - ur galon graet gant mein goloet gant un troc'had pri ha mein war lein adarre – savet war-dreist kavioù-bez (sistoù) kloz lec'h ma voe kavet tresoù : bouc'hilli leñvet ha bravigoù.
