Krugell/Motenn

Pa 'z eo savet ar grugell kentoc'h gant douar eget gant mein e tegouez gwell an anv krugell-douar pe motenn. Hep komz eus un nebeut alezioù-goloet gant ur gouriz douar tenav hag izel tro-dro dezhe, komzet e vez kentoc'h a grugell-douar evit savadurioù kentoc'h izel, kelc'hiek pe hirgelc'hiek, gronnet a-wezhoù gant ur fozell pe ur gouriz mein. Lies e vezont bihanoc'h ha ne badont ket evel ar c'harnoù ramzel gant o magoarioù harp-ouzh-harp. N'eo ket bezioù trepasek a gaver enne, met fozioù pe srukturennoù bihan (sistoù) ; mein en o-sav a-wezhoù.