Maen-hir (Peulvan)/Maen-sav

(eus ar brezhoneg maen (bet skrivet men) ha hir)

E brezhoneg e komzer a «vaen hir» evit ne vern pe maen hir e vent hag e vehe a-sav pe a-blat, ha bet lakaet vel-se gant mab-den pe get ; ha gwezharall e veze implijet ar ger betek evit komz eus rezoù roc'hellek naturel zoken. Dre akustumañs eo e talc'her da ober gantañ pa z'eo gwell d'ar arkeologerion komz eus « maen-sav » a zegouezh resisoc'h diouzh un unvaen lakaet en e-sav.