Steudadoù mein-sav

(Stèle : Eus al latin stela)

Heuliadoù mein lakaet en o-sav ha renket a-steudad (ur steudad pe meur a unan). Renket a-wezhoù hervez un doare kemplezh, ramzel a-wezhoù, kevret a-wezhoù gant savadurioù-all evel sernoù, kleuzioù, krugelloù-bez ha resedoù. Abalamour d'ar ger « steudad » bout deut da vout amsklaer ha re strizh pa venner komz eus liested an danvez lakaet dindanañ e vez graet kentoc'h gant ar ger « oberenn mein-sav » gant an arkeologerion.