Taol-vaen/Bez trepasek

(eus ar brezhoneg = taol, an daol ha maen (bet skrivet men)

Ar ger « dolmin(e) » pe « tolmine », « taol-vaen » a zo testoniet el lec'hanvadurezh e brezhoneg, dreist-pep-tra e Bro Wened, e Lokmaria-Kaer e 1792 evit Taol ar Varchaned. Implijet e vez hiriv er bed a-bezh evit komz eus ur savadur beziiñ graet gant ul lec'h pe meur a lec'h-to e mein pozet war lein pilerioù a-sonn (mein-sonn). An daol-vaen, bet goloet en deroù gant ur grugell, a zo enta aspadenn ur strukturenn vrasoc'h n'eus ket mui anezhi.