Degemeret evit an 3vet gwezh gant poellgor frañs ar glad bedel

[Translate to Breton:] Conférence de presse, Paysages de Mégalithes - Vendredi 11 juin 2021 en Mairie de Carnac
@Cassandre Dupouy/Paysages de Mégalithes

D'ar Meurzh 8 a viz Even 2021, etre 10e30 ha kreisteiz, eo en em gavet un dileuriad e ti-kêr an Arvor-Baden evit komz dirak Poellgor Frañs ar Glad Bedel..

Izili an dileuriad a oa :

  • Yves Coppens, kelennour, paleontologour ha paleontropolog gall, kelennour a enor er Museom broadel istor naturel hag er c'hCollège de France - Prezidant ar Poellgor Skiantel;
  • dileuridi ar gevredigezh Dremmvro ar Meurvein (Olivier Lepick - Prezidant, Denis Bertholom - Bez-prezidant, ha Victoire Dorise - Renourez)
  • dileuridi ar Poellgor Skiantel ha servijoù ar Stad (Christine Boujot - Ijinourez enklaskourez e karg eus meriñ an danvez meurvein er Morbihan – UNESCO  ; Olivier Curt -  Arkitektour savadurioù Frañs, penn servij an UDAP);
  • Claude Chazelle - ardremezour karget da studial an ardremez

Kement ha refreskaat ar soñj :

Abaoe 1996 en em gav douget steudadoù Karnag war roll menegiñ Bro-C'hall Glad Bedel an Unesco. Ar goulenn gwelet lec'hiennoù meinveur ar Morbihan emsavet e Glad Bededel an UNESCO a zo bet roet lañs dezhi e 2011 pad eo bet kroueet ar gevevredigezh Dremmvro Meurvein Karnag ha Kreizteiz ar Morbihan.

E pep pazenn eus ar raktres emsevel e vez galvet ar gevredigezh hag he foezllgor skiantel dirak Poellgor Bro-C'hall ar Glad bedel - bodet ennañ arbennigerion war ar glad - staget ouzh minister ar Sevenadur hag an Ekologiezh. An 3vet emvod a oa gouestlet da dalvoudekaad beurglok takadoù al lec'hiennoù pennañ, an takadoù a-stok hag ar gwarezioù. Neuze en deus bet pep unan an tu da zonet d'e dro war studi ar ardremez, an evezh taolet ouzh ar metoù naturel ha meriñ da zonet ar Mad, war ginnig un atlas kartennoù ha, dreist pep tra, war an doare bonniñ an takadoù; kement-se evit respont d'ar 4 rekiz bet spisaet gant ar poellgor da geñver an emgav kent :

  1. Ober ma vo anatoc'h an dremwel arkeologel hag e emdroadur abaoe an Neolitik
  2. Kompren hag ober ma vo anatoc'h al liamm etre ar Mad hag an dremwel
  3. Studial ar pezh a ranker ober evit adsevel pe gwellaat an dremwel a-vremañ, hag anadiñ ar riskloù arvarus evit pezhioù ar Glad evit e wareziñ en e bezh.
  4. Bonniñ a-dost an takadoù diouzh doare an dachenn

A drugarez d'ul labour a-stroll dibar, d'ur perzh gredus-kenañ a-berzh an holl gevelerion ez eus bet tro da ginnig an teuliad da juri ar poellgor; barnadennoù hemañ eo a c'hortozomp bremañ gant … hiraezh !

Goude an emgav, d'ar Gwener 11 viz Even, ez eus bet lakaet emgav gant ar gazetennerion e bezañs Olivier Lepick, Victoire Dorise hag ar C'helennour Yves Coppens (dre bellgomz) e ti-kêr Karnag.

Daet e oa Ouest-France ha Le Télégramme.

Live Facebook de la conférence de presse