Bilañs kent an eil degemer

Kinnig da geñver an eil degemer
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes

Pedet gant Kreizenn ar Monumantoù broadel he deus Aurélie Moufflage, renerez ar gevredigezh, displeget d'an 12 a viz Kerzu e Ti ar Meurvein e Karnag e pe stad en em gav raktres an UNESCO. Ar gaozeadenn a zo bet un digarez da eskemm gant an holl dud daet kent an eil degemer gant Ministrerezh ar sevenadur hag ar c'hehentiñ a-benn gwiriekaat kinnig takad ar Mad a venner gwelet enskrivet er Glad bedel. Ur bazenn ret tremen a-dreisti  evit gellout deraou sevel ar steuñv meriñ, teirvet ha diwezhañ pazenn ar podium.

Karnag hag aodoù ar Morbihan, ar meurvein war an hent d'an UNESCO.