Krugell-bez Ar Mane Lud

E 1863, pa oa René Galles o ren ar furchadennoù e krugell-bez Mane ar C'hroueg, e tivizas furchiñ ur grugell bez-all war gumun Lokmaria-Kaer : hini ar Mane Lud. 90 m a hirded, 50 m a zigorded ha tro 6 m a uhelded. E stad vat eo bet dalc'het betek hiriv, tost en e bezh paneve eo bet troc'het war ar daou gostez, gant tier diouzh un tu ha gant un hent diouzh an tu-all.

Ar furchadenn kaset en deus degaset war wel ur gambr-bez vihan graet gant mein-moger, hep trepas, gant relegoù eskern e fall stad, priaj ha traezoù mein-tan. Dindan ar grugell, er C'hornog, ez eus ivez ur daol-vaen hag a seblant bout bet ouzhpennet diwezhatoc'h ; lec'hoù 'zo a zo engravet. An engravadennoù a zo bet dielfennet evit bout bouc'hilli, bagoù hag ur c'hwezher zoken ouzh ar maen-sav e penn ar gambr. Gant derezioù terket goude ar furchadenn e c'heller diskenn en daol-vaen.

Krugell-bez ar Mane Lud hag he zaol-vaen en em gav tostik-tra (100 m) ouzh krugell-bez Ar Groc'h ha lec'hienn Taol-vaen ar Varchaned. War droad e ranker ober un distroig evit mont eus unan d'an all ; tu a zo ivez, dre un hent bale, mont betek krugell-bez ar Mane Lud eus ar parklec'h terket 150 m er C'hornog.

Krugell-bez Ar Mane Lud
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Krugell-bez Ar Mane Lud
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Gwell eus an diabarzh : engravadennoù krugell-bez ar Mane Lud
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes