Steudadoù ar Maeneg Bihan war gumun An Drinded a zo astenn, war zu ar Reter, steudadoù Kerleskant e Karnag. Er Reter en em gav ur parklec'h bihan hag un hent-bale a zo goude da gerzhet dre al lec'hienn.
En takad koadekaet – kalz stankoc'h eget na oa e penn kentañ ar c'hantved tremenet – eh eus ouzhpenn 200 maen en o-sav renket a-steudadoù (etre 3 ha 8) ; Kornog-Reter da gentañ, Mervent-Biz da c'houde.
E 1886, goude ma voent bet prenet gant ar Stad, e voe bet adsavet 56 peulvan.

©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes