Taol-vaen Kervilor – Mane Bras

Lec'hienn Kervilor-Mane Bras en Drinded en em gav war ur gribenn roc'hellek, en ur frankizenn en un takad koadek. Un hent-bale a dremen tostik-tra d'ar monumant douget war roll ar savadurioù istorel abaoe 1927.

Dindan ur grugell vras hirgelc'hiek e kaver amañ tri bez trepasek o skeiñ war zu ar Reter. Mein ha douar eo ar grugell ; pezhioù mein a sav a-rez d'ar grugell.

Meur a wezh eo bet furchet ha ratreet ar monumant abaoe an tresoù bet savet anezhañ gant izili kevredigezh al liesdiskiblezh ar Morbihan hag embannet e 1867. An deirvet taol-vaen, er C'hreisteiz, nebeutoc'h anadet, a voe bet dizoloet diwezhatoc'h, e 1898, gant Zacharie Le Rouzic.

Gwell hollek eus taol-vaen Kervilor - Mane Bras
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Trepas taol-vaen Kervilor - Mane Bras

©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes