Steudadoù Kerbourneg

Ur 100 m bennak diouzh traezhenn Kerbourneg, en Hanternoz, en em gav ul lec'hiad peulvanioù a-steud. E diwezh an XIXvet kantved e voe prenet gant ar Stad a lakaas sonnaat ul lodenn vrasañ ag ar vein, evel evit steudadoù Karnag.

26 maen a zo a-steud e 5 renkennad, 4 en o-sav hag unan a-blad. C'hwec'h maen dasparzhet el liorzhoù prevez a zeu ivez da glokaat an hollad er Reter, ha meur a gantad a re-all a ra c'hoazh un astenn dezhe, atav er Reter, dindan ar mor. Kement-mañ a ziskouez sklaer kemm live ar mor e-keñver mare an Neolitik.

An hollad-mañ a zo liammet start gant ar sern peulvanoù en em gav 150 m er Mervent. N'er gweler ket mui bremañ eus ar steudadoù abalamour d'ar c'hêriekat. Un hent-bale a zo bet kempennet koulskoude evit ar weladennerion etre an daou vonumant.

Steudadoù Kerbourneg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Steudadoù Kerbourneg
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes