Steudadou Kerzerc'hou

Ar marc'heg de Fréminville, pa valee dre ar vro e penn kentañ an XIXvet kantved, a zanevellas evel-mañ plaenenn An Ardeven  : «fraost, goloet gant lann ha brug. Eno en em astenn a-zremm-wel steudadoù mein heñvel ouzh re Karnak». En nav steudad kenstur renablet gantañ e laka eh eus bet moarvat diskaret kalz a vein ; gwelout a ra ivez eh eus ur bochad anezhe a-blad. Goude ma 'z int bet prenet gant ar Stad eo bet adsavet peulvanoù Kerzerc'hoù.

Daou hollad a ziforc'her hiriv. Unan er C'hreisteiz gant ur 180 maen greunit bennak – un tri-ugent anezhe a blad – a zo renket e 10 steudad troc'het gant an hent-bras departamantel eus ar Reter d'ar C'hornog. An arall, 80 metrad pelloc'h e Norzh ar re gentañ, a zo ur steudad melloù peulvanoù mein greunit, en o-sav pe a-blad, anvet « Ramzed Kerzerc'hoù ». An hollad-se en em astenn war 4 km e koad ar Varkez war-zu ar Reter.

Gwarezet eo al lec'hienn evel monumant istorel abaoe penn diwezhañ an XIXvet kantved ; ul lec'hienn steudadoù eus ar re bennañ eo er c'horn-bro.

Steudadou Kerzerc'hou
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes