Taol-vaen ar vein Plat

War-us da draezhenn vras Lokmaria-Kaer, er C'hornog en em gav taol-vaen ar Vein Plat ; douget war roll ar monumantoù istorel e 1882 ha bremañ war diriad Mirva an Arvor.Berzhet eo mont e-barzh ar monumant gant ur fun evit gwareziñ anezhañ ; dre m'emañ digor d'an avelioù mor ha bepret leizh an aer en diabarzh ez a e stad dousik war fallaat.

E 1813, an ao. Renaud, eus kevredad An Alre evit gounit aour an taolioù-maen, an hini en doa furchet Taol ar Varchaned e 1811, eo an hini a furch hag a skarzh an daol-vaen ; degas a ra war wel un heuliad engravadennoù dispar war ar speurennoù. Danevellet e vo ar furchadennoù gant ar c'hont Maudet de Penhouët ar bloaz goude. Abaoe an amzer-se eo bet niverus ar glaskerion o labourat war an tresoù savet, o klask kompren ster an engravadennoù neolitek. Labourioù an ao. Serge Cassen bet kaset ar bloavezhioù diwezhañ-mañ o deus sikouret mont pelloc'h a-fet kompren ster an arouezioù-se.

Taol-vaen ar Vein Plat, anavet hag embannet abaoe penn kentañ an XIXvet kantved, a zo bet furchet – hag a-wezhoù dre laer – ha ratreet lies a wezh ; diforc'het e vez, da skouer, ar mein granite to implijet evit renevezadur an trepas dre ar roudoù toulliñ a-vremañ lezet er vein.

Gwell eus diavaez taol-vaen ar Vein Plat
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Gwell eus diabarzh taol-vaen ar Vein Plat
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Engravadennoù e diabarzh taol-vaen ar Vein Plat
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes