Taol-vaen dindan krugell ar Roc'h e Kernourz

E lec'hienn ar Roc'h er Bonoù e kaver ur daol-vaen vras gamm dindan ur grugell chomet e stad vad. Er votenn (35 m a zigorded) e vez kavet ur galon gant mein goloet gant un troc'had tev a zouar ha, warnañ, diouzh an diavaez, un troc'had mein greunit. An daol-vaenn gamm eo a roa d'ar savadur ul lec'h ispisial e-mesk monumantoù meurvaenek ar c'horn-bro. Pa n'eo ket stank an doare sevel-se dre ar bed e kaver meur a skouer war diriad Kreisteiz ar Morbihan ha, da gentañ, ar savadur en em gav eeun a-dal d'an hini-mañ : hini Poent Koed Kaloun e Krac'h, en tu-all da wazh An Alre.

Meur a lec'h a zo engravet gant arouezioù heñvel ouzh re taol-vaen ar Vein-Plat e Lokmaria-Kaer.

Ar grugell, bet douget war roll ar monumantoù istorel abaoe diwezh an XIXvet kantved, en em gav en ur c'hoad sapin, en un dachenn natur kizidik meret gant an departamant. 

Un hent-bale a gas war-eeun betek al lec'hiad azalek ar park-lec'h en Hanternoz. Tost-tre d'ar grugell-bez eh eus meur a vezig eus oadvezh an houarn ; bras-tre eo o zalvoudegezh arkeologel hag en em gavont ivez dindan gwarez evel monumantoù istorel.

Taol-vaen dindan krugell ar Roc'h e Kernourz
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Trepas taol-vaen dindan krugell ar Roc'h e Kernourz
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes