Un eil pazenn tapet d'an teuliad evit an UNESCO !

Steudadoù Kerzerc'hoù
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes

Kinniget eo bet da Boellgor Frañs ar Glad Bedel (PFGB) penaos e oa bet bevennet deomp hon emskrivadur war un tiriad oc'h en em lediñ war 26 kumun gant ouzhpenn 500 savadur meurvaenek (peulvanoù, taolioù-maen, krugelloù-bez, steudadoù, krommlec'h, hag all.).

Ar PFGB en deus douget bri d'al labour bevenniñ ar Mad hag a-du eo evit ma vo dalc'het da vonet pelloc'h gant an emskrivadur da vout douget war Roll ar glad bedel.

Goulenn a ra neoazh evit ar pezh a denn d'al labour kevredet :

  • ma vo roet lañs hep tereniñ d'ur studiadenn gouestlet d'an endro ;
  • ma vo dalc'het kont deus ar meteier naturel dre ma c'hell gwarez ar re-mañ harpiñ meriñ ar Mad en amzer da zont ;
  • ma vo savet un atlas kartennoù ;
  • ma vo dalc'het ha kreñvaet al labour a-stroll ;
  • ma vo dalc'het gant al labourioù gwareziñ war an dachenn ha ma vo en em soñjet pelloc'h war an tres meriñ en ur genurzhiiñ ar benvegoù (kod ar glad, kod an endro, kod ar c'hêraoziñ).

Dalc'het e vo neuze ar bloaz-mañ gant al labourioù bevenniñ an emskrivadur ; ar steuñv meriñ, teirvet ha diwezhañ pazenn an emskrivadur, a zlefe deraou e diwezh 2020 : ret e vo lakaat splann ar palioù hag an oberoù sammet get an tiriad evit gwareziñ, brudiñ ha treuzkas d'ar rummadoù da zont an oberennoù bet savet gant gwazed ha maouezed an Neolitik (etre -7000 ha -4500 kent an amzer vremañ).